Archives par mot-clé : Montréal

Resisadurioù diwar-benn enrolladennoù ar familh Konan e Kanada

Da heul embannadenn va fennad a-ziagent “Des chansons bretonnes enregistrées au Canada dans les années 1950 mises en ligne” em eus bet tro da gaozeal gant Gireg Konan, ezel eus ar familh Konan bet enrollet gant Sam Gesser e 1957. Yaouank flamm e oa Gireg Konan d’ar c’houlz-se met soñj en deus eus an nozvezhiad enrollañ-mañ.

“Deuxième Cercle celtique Saint-Yves de l’Amicale Armor, lors du Pageant Folklorique Néo-canadiens au Forum de Montréal en 1954. Source : Hervé et Yves Konan” in Linda Guidroux “Appartenances culturelles et ethnologie des migrations. Les Bretons migrants au Québec depuis 1950” Université Laval, 2011

E 1957 e oa Gireg Konan oadet a c’hwec’h vloaz nemetken. “Bugel e oan, met soñj m’eus mat eus an nozvezh se, goude koan” emezañ. Roet e oa bet dezhañ c’hoarielloù e keit ma oa e dad Jakez Konan (47 bloaz), e daou vreur Herve (17 bl.) hag Ewan (21 bl.), hag e c’hoar Ivona (23 bl.) o kanañ hag o seniñ dirak mikroioù Sam Gesser. “Labourat a rae buan buan, ne oa ket un daol veskañ gantañ. Daou vikro ha mat ar jeu !” en deus displeget din Gireg Konan, chomet war e spered eñvorennoù eus an nozvezhiad-se. “Evidon me bugel, e pade pell pell met en gwirionez eo bet buan tre.”

D’ar choulz-se e oa ar familh Konan perzh e kelc’h keltiek Le Triskell e Montreal ha Jakez, an tad, a oa e penn ar strollad. Pedet e veze ar c’helc’h keltiek da gemer perzh e bep seurt darvoudoù, ha bep bloaz e kemere perzh ar strollad dañs ha muzik en ur gouel meur evit reiñ ton d’an “nevez-Kanadianed”. Pep strollad a lakae war wel kultur o bro orin. Aozet e oa an darvoud-se, dindan an anv “Pageant folklorique”, gant “le comité des Néo-Canadiens” ha “La commission des écoles catholiques de Montréal”. Er gelaouenn Relations e lenner e miz Even 1954 : “La fête annuelle des Néo-Canadiens, présidée par S. Ém. le cardinal Léger, fut encore une gentille soirée de folklore. Hongrois, Japonais, Bretons, Allemands, Lithuaniens, Tchèques ont tous mérité la palme.” (Relations, 1954-06, Collections de BAnQ)

“Deuxième Cercle celtique Saint-Yves de l’Amicale Armor, lors du Pageant Folklorique Néo-canadiens au Forum de Montréal en 1954. Accroupis, de gauche à droite : Jacques Konan (dir. 1952-1962), Yves Konan, une fille et un fils Blouet, Colette Perron, Anne-Marie Konan, Yves Montaufray avec sur ses genoux Guireg Konan et le fils, Hervé Konan et une autre fille Blouet. Debout, de gauche à droite : Philippe Mignon, Hubert Du Roscoat, Melle. Sicard, Ivona Konan, Mme. Blouet, Maurice Correc, Melle. Le Calvez, Melle. Coufflard, M. Malard, François Perron, ?, M. Blouet, Guy Guesno, Lise Corcuff, Marie-Louise Guesno, Melle. Clec’h, Jean-Pierre Péron, Berthe Plunier, Yann Plunier, René Vautrin, Yves Péron, R. Chevalier, Michel Péron. Source : Yves et Hervé Konan” in Linda Guidroux “Appartenances culturelles et ethnologie des migrations. Les Bretons migrants au Québec depuis 1950” Université Laval, 2011

Enrollet e studioù Radio Canada

Goulennet e oa bet d’ar familh Konan dont e studio Radio Canada evit komz er skinwell. En em glevet e oa Sam Gesser gant Jakez Konan evit enrollañ sonioù ha tonioù eus Breizh da heul ar pennad-komz ha profitañ deus studio brav ar media publik. Agaset e oa bet Jakez chom ken diwezhat all met “goude e vezec’h laouen e chom un dra eus an amzer dremenet. 67 bloaz zo e oa, pell en a-dreñv !” Ha fromet eo Gireg Konan klevet mouezhioù izili e familh ; “ha klevet mouez ma zad, un den yaouank a-walc’h e oa”. Ur gopienn eus ar bladenn a zo gantañ avat.

War ar bladenn e klever Ewan hag Herve o soniñ gant o bombard ha Jakez Konan gant e vinioù bras. Ur son disordinal a zo gant ar binvioù eta peogwir e oa bet profet gant ur Skosadez da Jakez Konan ur binioù bras savet e Bro-Skos. Kavout a rae gwelloc’h Jakez seniñ gant ar binioù-se e low-pitch, un toniadur disheñvel deus an hini bet dibabet gant Dorig Le Voyer ha Polig Montjarret evit bagadoù Bodadeg ar Sonerion. Bombardoù Ewan hag Herve a oa bet savet a-ratozh evit klotaat gant uhelder ur binioù low-pitch.

"De gauche à droite, Ewan Konan, Roger Moride et
Jakez Konan au fest-noz de la Saint Yves, organisé à l’Université
de Concordia à Montréal en 1958. Source inconnue, prêt de
Guireg (sic) Konan" cité IN Linda Guidroux "Appartenances culturelles et ethnologie des migrations. Les Bretons migrants au Québec depuis 1950." Université Laval 2011
“De gauche à droite, Ewan Konan, Roger Moride et Jakez Konan au fest-noz de la Saint Yves, organisé à l’Université de Concordia à Montréal en 1958. Source inconnue, prêt de Guireg (sic) Konan” meneget IN Linda Guidroux “Appartenances culturelles et ethnologie des migrations. Les Bretons migrants au Québec depuis 1950” Université Laval, 2011

Enrolladennoù all e brezhoneg e Kanada ?

Ouzhpenn ar bladenn savet gant Sam Gesser evit Folkways record e oa bet graet ur mell labour gant Mirdi Mab-den ar C’hanada evit enrollañ ar pobloù nevez en em gavet en o vro. Hervez Gireg Konan e oa gant ar C’hanada ar pal “enrollañ tout an dud a deue e Kanada da chom.” Soñj en deus e oa bet pedet e c’hoar da vont da Ottawa da ganañ, eilet gant ur piano. Siwazh n’eo ket deuet a-benn da gavout an enrolladenn-se c’hoazh. Gwenediz a oa bet enrollet ivez hervez Gireg Konan.

O furchal un tammig e dielloù Mirdi istorel Kanada on en em gavet gant enrolladennoù diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg. Siwazh n’int ket enlinenn evit gouzout buan hag aes petra ‘zo da glevet warno. Diwar an titl e weler memestra traoù souezhus, da skouer e kaver ouzhpenn 10 eurvezh enroladennoù graet gant Patrick Malrieu diwar-benn Breizh ha Redon. Met ivez enroladennoù e-leiz graet gant an ethnologourez Carmen Roy diwar-benn ar Vretoned deuet da sevel ar barrez St-Brieux er Saskatchewan. Dedennus em eus kavet lenn ar studiadenn bet savet diwar-benn labour Carmen Roy : “François-Marie Rohel, « Breton » de Saint-Brieux (Saskatchewan), ou le refus d’une « bretonitude » institutionnelle“. Er c’hontrol eus ar familh Konan, an darn vras eus ar Vretoned o deus dilaosket ar yezh ha kultur Vreizh. Ar studiadenn-se a ro elfennoù da gompren perak eo bet graet kement-se ganto.

Pennad-komz gant Jakez Konan. Komz a ra eus ar C’hanada adalek 1:21:18.

Ma faot deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn ar Vretoned e Kanada e hetan deoc’h mont da lenn an dezenn savet gant Linda Guidroux “Appartenances culturelles et ethnologie des migrations. Les Bretons migrants au Québec depuis 1950”. Tennet em eus un nebeut titour ha skeudennoù deus he labour. Moaien ‘zo da lenn an dezenn amañ : https://dam-oclc.bac-lac.gc.ca/fra/2185063c-af1d-4fbf-9dbd-09b7c917caff